top of page

Paroles

Kanet Berjelennig

 

Duhont duhont ’ar ar mane, ies ur verjelenn

Berjelennig ’hoarn he denved i larin ur sonenn

 

Mabig ar roué he selaoue, hag he chelaoue mat,

A dal ar fenestr uhelan, ’oe e palest e dad

 

Kanet kanet berjelennig, kar me gav bra’ho ton

O na reital ma’ ho klevan, rejouisa ma c’halon

 

O non pas sur denig yaouank, me na ganin ket ken

Kar me m’eus ur breu’ en armé, hag a ra din anken

 

Kar me m’eus ur breu’ en armé, ’ouian ket e zoere

Marsen e ma beuet er mor, pe lahet en armé

 

Marsen e ma beuet er mor, pe lahet en armé

Kaset e m’eus un evnig rouz da ouiet an doeré

 

Na bet e’bet an evnig se, bet e’ bet ha deit en dro

Deit e’ getan ma yaouankiz, c’hoah ur vec’hig d’am bro

 

Gwerz Dom Yann Derrian

(Certains couplets de la chanson traditionnelle ne sont pas chantés)

 

Dom Yann Derrian, ‘zo bet spontet,

Evit an nojou tremenet

Posub vehe an drouk spered

E sell deuzin, pa ven kousket?

 

Dom Yann Derrian, na sponet ket,

Na n’on na diaoul, na drouk spered,

Na n’on na diaoul, na drouk spered,

Nemet ar vamm, n’eus ho kanet,

 

Pe oen ma mab deus ho kani,

Me a m’oe graet tri bromesi,

D’ar Wir zikour, ha d’ar Yaoudet,

Ha da zant Jakez beniget.

 

Un tamm arc’hant din a roihet.

 ‘Vit ur veaj ‘m eus prometet,

Evit un anaoun desedet,

Din me’ oe mamm ha dac’h pried.

 

Ma c’hoer Vari, ma’ ma ch’aret,

Ur gwign din me a boezihet.

Ma’ n’he voezet, poezet he mat,

War ar mor a yey da wakaat.

 

Ha teir over’nn an eus laret,

Ha tri ene, ‘n eus delivret.

Ene e dad, ene e vamm,

Ive’ e ene e unam.

 

E c’hoer Vari, pa hen gwelas,

Gant ur zervietenn c’hlaz e t’as

Gant ur zervietenn c’hlaz e t’as

Da dorcho dezhan e bizaj.

 

Ma c’hoer Vari, ma’ ma c’haret,

En han Doue, ma zorchet ket,

En han Doue, ma zorchet ket,

Gliz ar maro a dorchihet.

 

 

Metig

 

Tud yaouank a Vreizh-Izel, didostait da glevet
An istor eus va daeroù , ha ma foanioù kalet

Me zo eur c’hoareg yaouank eus eskopi Kemper
O vont d'ober é studi, é skolaj Landreger

é bord ar mor on ganet, 'barzh bro Sant Gwenolé
Ha biskoazh nemet glac'har ne'm eus bet em buhez

Glac'har a wir  garantez, setu va flanedenn
Planedenn rust ha kalet da heuliañ penn-da-benn  


Pa oan em bugaleaj, va mamm baour alies
A lavare din "Va mab, kar ha ped ar Werc’hez"

"Ped anezhi, va mabig, ped Gwerc'hez Remungol
M'he fedez a wir galon, ned i jamez da goll"

He fedet am eus bepred, ha bremañ 'raok mervel
Me 'gano he meuleudioù d'am breudeur Breizh-Izel

O tostaat ouzh Landreger, me 'gavas ur plac'hig
Koant evel un ael Doue, hec’h anv oa Metig

Me a garfe
 

Me a garfe koantennig

Oh ‘rabat eo touch

Mont ganeoc‘h da gousket

Me na douchin ket mar gallan miret

 

‘Barzh ur gwele koat melen

Brodet a zantelezh

 

En pevar c‘horn ar gwele

Un aval oranjez

 

War pep hini dioute

Ul lapous o kanan

 

‘Vit ma kousko an aotrou

War barlenn e itron

 

Merc’hed Ploneve’
 

Didostit potred Ploneve‘, ‘h an da laret ma zra

Kompozet ‘m eus ur chanson, goude kentan de‘r bl‘a

 

Kompozet ‘m eus ur chanson, goude kentan de‘r ble

‘Vit laret dac‘h ar wirione‘ da verc’hed Ploneve‘

 

Ar bemzek vet a viz c’hwe‘rer, me ‘m ‘oe bet ‘n em gavet

Da danvat ur varrikad chistr ‘sambles gant Pier Ma‘i Verr

 

Na dre ma oe mat ar chistr, dalc‘het ‘momp da evan

‘Benn ar fin ‘teas ‘barzh ‘n hon penn, ur sonj deus ar merc’hed

 

‘Benn ar fin ‘teas ‘barzh ‘n hon penn ur sonj deus ar merc’hed

Kar, prinsipal e Ploneve‘, emaint bet remarket

 

Kar, prinsipal e Ploneve‘, emaint bet remarket

Kar, kozi gant an doaletenn, ‘maint a‘i gw‘ll avanset

 

Nag e plas ur belerinenn ‘nivoe-int tapet ur « mimi »

‘Vit rein d‘ar botred da c’hout ‘maint merc’hed degourdi

 

bottom of page